Kevredigezh Vrezhon : 4 raktres
Krouiń ur gumuniezh hag ur gevredigezh vrezhon ha brezhonek eo pal ar Gevredigezh Vrezhon. 4 raktres hon eus a-benn da seveniń ar pal-se :
1.sevel ur rolllevr, ennań renablet tud micher-ha-micher pe hervez o obererezh kevredigezhel, po deus un dalvoudegezh kevredigezhel foran. Dre se e challfe pep hini, da skouer, kavout ur mezeg, ur breutaer, ur charrdi pe un tredanour a yafe ganto e brezhoneg. Pezh spletus evit ar vevezerion eta. E 1995 e voe savet ul Levrig (adembannet abaoe) gant ur gevredigezh dezhi an hevelep anv, o renabliń kement obererezh a sell sevenadur Breizh e Treger ha Goueloł, e brezhoneg pe get. Gallout a reer keńveriań hon embregadenn gant se, nemet ez eo pal hol Levrig deomp-ni renabliń kement obererezh kevredigezhel a zo e brezhoneg hepken, ha ne sellont ket dre ret sevenadur Breizh. Ma pleustrit ur vicher dezhi un dalvoudegezh kevredigezhel, pe ma anavezit tud a seurt-se, kemennit deomp hag-eń och a-du da vezań lakaet war seurt roll, pe komzit dezho eus an intrudu-se ha roit deomp da anvavezout o daveennoł.
2.sevel ur gevredigezh bevezerion, dezhi da gefredi bodań bevezerion do sevel evel stroll pouezań (pe lobby) armerzhel a-benn pouezań war an embregerezhioł do lakaat da aotren o bevezerion da gaout kement gwazerezh en o yezh, ha dre se ivez eta da choprań brezhonegerion. Ret eo kendrechiń an embregerion e chall kement-se bezań spletus evit o aferioł, ha dre-se tennań diouto ar muiań ma challimp.
3.sevel ur bank intruduioł, dezhań da bal kreizennań fichennoł hiniennel tud merket ganto o obererezhioł kevredigezhel pe dudi. Da choude e vefe strobet an hiniennoł-se dre obererezhioł kumun, ha klasket neuze sevel kevredigezhioł arbennik. Lakaomp, da skouer, e vefe kavet ha lakaet a-gevret tud a-walch dezho an hevelep dedenn evit ar verdeadurezh, evit ar choari echedoł, pe evit ar skoazell dar re ziloj pe dar glańvourion. Tu vefe neuze da sevel aozaodurioł arbennik a rafe kement-se e brezhoneg.
4.sevel ur gevredigezh tiegezhioł, dezhi da bal kevreań tiegezhioł hollvrezhonek do harpań da ren o buhez e brezhoneg ha da eskemm etrezo. Er gźr eo hepken e challo bugale piaouań ar brezhoneg evel o yezh naturel, ha neo ket evel estren ha desket dre heg ur wezh erru er skol hepken. Un eskemm etre tiegezhioł hollvrezhonek a challfe lakaat ar vugale, a-raok bezań beuzet er gevredigezh challek, da choari a-gevret en o yezh ent-naturel. Ar skolioł ken pouezus ma z int ne challont bezań nemet un heuliad dur vuhez vrezhonek kent. Arnodoł kevredigezhioł a seurt-se zo bet endeo, pe a spered kristen (Emglev an Tiegezhioł er bloavezhioł 50), pe a spered lik (Ar Brezhoneg Er Ger, er bloavezhioł 70). Ret eo kenderchel gant o ervenn, zoken ma no deus ket graet kement a verzh o defe gallet.
Kevread ar frammoł-se ha neo ket obererezhioł diliamm kenetrezo a vefe eta ar Gevredigezh Vrezhon. Mard och deuriet gant ar raktresoł-se, kit an darempred ganeomp o kas ur valad da :
kevredigezhvrezhon@yahoo.ieKemenn da skignań mar plij !